En ur vagig o tiroudaƱ emaƱ Yaya ha Tuduo, badaouet. war un enezenn zidud eo skoet ābenn ar fin⦠DeskiƱ a ra yaya en em zibab a-benn gellout chom bev er bed dianav-maƱ. Met nāeo ket ken klet ar baradoz naturel-maƱ ha ma seblant bezaƱ… ha souezhadennoù e-leizh a vo a-hed o fennad hent !
Ar skrivagnerien
Ganet e oa Jean-Marie Omont e Bro-Varoko e 1972, skolaerien e oa e dud. Nāen doa skinwel ebet pa oa bugel met skrammoù ar sinema en doa dizoloet en ur cāharter eus Fez ha buan e oa deuet da vezaƱ entanet- bras gant ar bannoù-treset goude-se. Pa oa distroet da Vro-Cāhall e 1982 en doa komprenet e oa disheƱvel- mat sevenadur ar vro eus pezh en doa anavezet betek hen, ne oa ket ken digor. Istorioù en doa kroget da skrivaƱ neuze, a-benn tecāhout ar aergelcāh-se, ha mont a rae alies dāar sinema da vezaƱ soubet e bedoù all. BremaƱ e skriv evit ar skinwel, evit bannoù-treset hag e tiorren raktresoù evit ar sinema.
Renerez ar skrivaƱ ha kensenarierez eo Charlotte Girard da geƱver an heuliad Pourmenadenn Yaya, met senarierez un heuliad nevez anvet Azil eo ivez, asambles gant Jean-Marie Omont.
Ganet eo Patrick Marty e 1963 e Bergerac. E studioù en deus bet graet e Bourdel. Eno e tremene e amzer etre an skol an Arzoù-Kaer pe cāhoazh al lennegezh hag istor an arzoù, er skol-veur. Met troet āoa ivez war ar filmoù ha muiocāh-mui war ar cāhleweled. Goude bezaƱ kejet gant filmaozerien eus e vro e laosko, a-benn ar fin, an arzoù grafek a-gostez da vont war-zu ar sinema. Senarier, sevener ha produer filmoù-berr eo bet, ha skoazeller leurennaƱ goude-se. Abaoe 2005 e seven telefilmoù evit ar skinwell gall. Piket eo bet e galon gant Bro-Sina hag he sevenadur, ha sot eo ivez gant ar bannoù-treset. Setu penaos eo ganet enklaskoù Ar barner Bao (heuliad bannoù-treset).
An tresour
Ganet e oa Golo Zhao e 1984. Diplom Akademiezh arzoù-kaer Guangzhou hag hini Akademiezh film Beijing en deus tapet. Sot eo gant an tresañ hag ar bevaat, labouret en deus evit kazetennoù bannoù-treset a-raok kas Pourmenadenn Yaya da benn. Aet eo ar maout gantañ e 2010 da geñver priz ar vandenn-dreset wellañ e Gouel Etrevroadel ar Bevaat hag ar Bannoù-Treset e Hanghzou.
http://www.editions-fei.com/
