En inizi Aran, e Bro-Iwerzhon, er Grennamzer. Brendan, ur chaseour yaouank, a zo bet lonket gant un aerouant. Bev eo atav avat, e kof an euzhvil. Mont a ra e c’hoar Mael-Duina da glask saveteiƱ anezhaƱ e-bourzh ul lestr dre-lien. Ganti, er bourzh ez eus un toullad moraerien yaouank. Harpet int gant an drouiz Nuca hag ar barzh Diuran. DouaraƱ a reont e c’hwec’h enezenn iskis a-raok en em gavout gant ar seizhvet hini, Enez varzhus an Aerouant.
—
Ul leurenner, ur cāhomedian, ur rener strollad cāhoariva hag ur saver pezhioù-cāhoari ha romantoù eo Goulcāhan Kervella. Ganet eo dāar 4 a viz Gouere 1951 e Plougerne, en ur familh a vartoloded. Gant e strollad cāhoariva Ar Vro Bagan o deus graet berzh an arvestoù brezhonek ha gallek diskouezet da viliadoù a dud.Ā
