Oremuz

9.00 

19 er stok

-
+

Tremen vakañsoù an hollsent d’ober poelladennoù randonus ? Kenkoulz disoñjal blaz ar blijadur. Trawalc’h eo bezañ perc’hennez ul levr-hud evit en em zizober eus an deverioù, a soñj Sally. Met sorserez yaouankañ Kerlutig, diampart ha diskiant, he deus an tech fall da lakaat an troad er c’hudennoù ! Gant skoazell ur c’hazh flapour, ur vignonez ijinus hag un tropellad gwrac’hed trelatet, eo prest da dalañ ouzh nerzhioù an douar hag an neñvoù.

A-hed he skoliatañ eo bet Loeiza an Duigou e Diwan. Ar brezhoneg hag istor an arzoù he deus studiet goude-se, e Roazhon. Er penn-kentañ eo bet ar skritur un afer a bariadenn ganti hec’h-unan, skrivañ un istor eus ur penn d’egile e yezh ar c’h, ar ch hag an ñ evel-just. Ul levrig he deus skrivet neuze, anvet Rampo, embannet gant Al Liamm. Abaoe ar prantad-se e tremen Loeiza an Duigou hec’h amzer o c’hoari kartoù en ur evañ cappucino, hag o skrivañ ha deskiñ en ober. Fellout a ra dezhi treuzkas fromoù ha santadurioù ken kreñv hag ar re a c’heller bezañ treuzet ganto pa ‘n em souber e bed al lennegezh evit ar re yaouank, al lennegezh faltazi pe voliac’h.

SKU 978-2-86824-353-9 Catégories : , ,

Loeiza an Duigou – Keit Vimp Bev

Dastumad Priz ar Yaouankiz 2022
10-13 vloaz
11×18 cm / 104 p. / kein karrez peget
2021/ 8 €
Skignet gant Coop Breizh

Titouroù ouzhpenn

Pouez0.105 kg

Produits similaires