Paotr Louarn, 1- Nozvezh al Louarn

8.00 

54 er stok

-
+

Ur c’hennard o vevañ e Roazhon eo Paol.
Strobinellet, e teu da vezañ un den-louarn. Plijet-bras eo er penn-kentañ, met dreistgalloudoù ar paotr a lako anezhañ diaes buan a-walc’h avat.
Er rann gentañ-se e vo kejet gant strobineller Dotki e-kerzh an nozvezh ma vo treuzkaset da bPaol ar galloudoù iskis-se a raio un den-louarn anezhañ.

Ur c’hennard o vevañ e Roazhon eo Paol. Strobinellet, e teu da vezañ un den-louarn.

Bezañ ur c’hennard, en em santout e-unan-penn, penaos mont davet ar re all, merañ ar feulster hag ar gouennelouriezh, kaout c’hoant da cheñch ar bed en un doare pozitivel, sed’aze kement sujed a vo kaoz anezho er c’hentañ Comics e brezhoneg.

Un tresour bannoù-treset mod-Comics eo Laurent LeFeuvre (istor, tresañ, livioù). O chom e Roazhon emañ. Abaoe 3 bloaz e embann istorioù ar paotr yaouank Paol Salsedo da Louarnig, kelaouenn vrezhoneg evit ar vugale. Atav en em gav an istorioù-se e Kêr Roazhon.

Klikit war an div bajenn a-gleiz da gaout un tañva.

Titouroù ouzhpenn

Pouez0.2000 kg

Produits similaires