Bep miz e kaver e Louarnig :

  • Un dibab darvoudoù sevenadurel evit ar 7-12 vloaz e Breizh (5 departamant)

  • Sandrine, mezegez-loened, a respont da c’houlenn ur bugel

  • Mat da c’houzout : ur fed skiantel pe sevenadurel displeget en un doare azasaet

  • Kejadenn gant ur bugel eus ar bed, pe ur gelaouadenn heñchet gant Tinaig hag Eliaz (an daou vugel a oad gant al lennerien-ezed)

  • Ur rekipe kegin, pe ur c’hinnig bitellat, liorzhañ…

  • Bannoù-treset e brezhoneg : Lou, Titeuf, BD Docs (Milan), Pourmenadenn Yaya, Katell ha Kadvael…

  • Krak-ha-berr : titouroù farsus, luziadelloù, divinadelloù, farsadennoù ha c’hoarioù !

Laouen eo Louarnig o kenlabourat gant :

Istorourien-ezed ha tresourien BT : 
 Pierre Caroff (Katell ha Kadvael), Lucie Le Moine (BD Docs e ti Milan)

Tresourezed : Marie-Charlotte Yao, ijinet ha treset e oa bet Tinaig hag Eliaz gant Joanne Marilier, Nathalie Almange, Lucille Duchêne, Léonie Massot-Floury

Embannadurioù : Bannoù-Heol (Titeuf)
, Goater (Lou)
, BZH5 (Kid Paddle), Fei (La Ballade de Yaya), Milan (Les Vikings)

Adlennet e vez testennoù Louarnig gant Ofis Publik ar Brezhoneg