Beaj Taliennig

8.00 

Diviet eo

Hiraezh he deus Taliennig ar vorgaoulenn vihan da vont da zizoloiƱ ar mor pelloc’h evit Rouantelezh an halen, ar vro lec’h m’eo ganet. Ambrouget gant he mignonez Ninnog, ar valafenn-marc’hmor, eo kaset d’ober ur vrav a veaj, o kejaƱ gant loened kaer ha dic’hortoz.

SKU 978-2-86824-171-9 CatƩgorie :

Hiraezh he deus Taliennig ar vorgaoulenn vihan da vont da zizoloiƱ ar mor pelloc’h evit Rouantelezh an halen, ar vro lec’h m’eo ganet. Ambrouget gant he mignonez Ninnog, ar valafenn-marc’hmor, eo kaset d’ober ur vrav a veaj, o kejaƱ gant loened kaer ha dic’hortoz. Evel an istor eo ar skeudennoù leun a varzhoniezh, peadra da vamiƱ daoulagad ar re vihan hag ar re vras.

Aozourez evit ar re yaouank eo Laetitia Etienne. SkrivaƱ a ra romantoù faltazi evit ar grennarded, hag albomoù a lak an ijin da veajiƱ. Labourat a ra ivez evit ar re vihan-tout : albomoù kartoƱs, lizherenneg, rimadelloù. Ouzhpenn ar gerioù, e plij dezhi c’hoari gant al livioù, ha c’hoarvez a ra dezhi tresaƱ ivez. http://auteur.illustratrice.free.fr/

A-viskoazh sot-pitilh gant an tresaƱ hag ar c’hontadennoù boudiged eo Christelle. O heuliaƱ he studioù war ar skiantoù e talc’h d’ober tresadennoù, betek kinnig he skeudennoù e freelance. Bed disoursi ar vuga- leaj a ro dezhi hec’h awen. http://les-jolies-choses.over-blog.com

2011, dastumad KentaƱ Lennadenn, 24 p., ment 200×200 mm.

Titouroù ouzhpenn

Pouez0.1500 kg

Produits similaires